Jump to navigation
Degemer

Distro-skol 2016-2017

Tostaat a ra an distro-skol ha poent da bep hini soñjal lakaat e anv evit ar c’houlzad 2016-2017.

E Kroazhent ar c’hevredigezhioù e vo tu deoc’h adkavout Bagad Bro Landerne d’ar Sadorn 10 a viz Gwengolo e Sal Sant Ernel. Posupl e vo deoc’h emezelañ en-dro pe lakaat o anv evit kaout kentelioù bombard, binioù-bras mod Skos pe taboulin-skiltr.

Evel warlene e vo kinniget ar c’hentelioù binioù-bras mod-Skos gant Cédric Moign (kelenner e Skol Vuzik Sonerien) bep Merc'her adalek 6e30. Plas d’ar re yaouank gant ur gentel gouestlet d’ar vugale adalek 9 vloaz ! Evit ar sonerien ampart e vo aozet kentelioù diouzh ar Sul vintin gant Hervé Le Floc’h. Nebeut a blasoù a vo !

Evit an daboulinerien eo Josselin Dubois (kelenner e Skol Vuzik Sonerien) a ginnigo 3 eurvezh digor d’an holl liveoù (eus an deskidi d’an dud live Bagad). Diouzh ar Yaou adalek 5e noz e vo ar c’hentelioù.

Kalz nevezentioù er bloaz-mañ evit an dalabarderien ! Steven Bodenes, penn soner du Bagad Kemper a ginnigo 6 eurvezh kentelioù bep sizhun e Skol-kêr sonerezh Landerne. Kentelioù an deraouidi hag an deraouidi deuet a vo kinniget gant sonerien ar Bagad : Erwan Yvenou ha Jean Pierre Bodilis.

Trouz a vo e Keranden !

Evit gouzout hiroc’h (e galleg) : jean-pierre.bodilis@dbmail.com / 06 72 25 26 06

  • Lenn ar peurrest ar Distro-skol 2016-2017
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

An Oriant 2016

© Joannick BRIAND

Hir-gortozet eo atav kentañ dibenn-sizhun miz Eost gant sonerien ha taboulinerien ar strollad. Digoradur Emvod ar Gelted (pe Festival Etrekeltiek an Oriant), d’ar mare-se e vez kinniget eil lodenn kenstrivadeg vroadel ar bagadoù 1añ, eil ha 4re rummad B.

Evit ar Bagad eo dibenn daou viz labour kalet ha pleustradegoù e-leizh evit kinnig ul labour a-zoare ha difenn livioù Landerne.

Anvet eo Valigañsoù an heuliad a zo bet kinniget, ur bazenn nevez e skritur ar strollad eo, diazezet eo war skritur boutin ar strollad hag ivez war ar pezh en deus bet tro da zeskiñ deomp Ronan Le Gourierec en nevez-amzer da geñver lodenn gentañ ar genstrivadeg.

Neudenn an heuliad a zo un ton dañs-tro bet kavet e sac’h-tonioù an daouad Le Bihan/Molard. Kinniget e vez e meur a zoare gant ar strollad en ur reiñ livioù disheñvel da bep valigañs.
Goude e vez sonnet un heuliad dañs-tro gant un ton berr, un tamm diskuizh hag un ton diwezhañ. Un nebeud dañserien eus Kelc’h Eskell an Elorn Landerne a oa deuet ganeomp war al leurenn da luskañ an dañs-tro.

Ar 7 vet plas a zo bet tapet gant ar strollad en Oriant hag ivez er renkamant evit ar bloaz. Ur plas gwelloc’h eo eget en nevez-amzer. Gant un notenn bozitivel eo echu evidomp ar bloaz.

Vakañsoù mat deoc’h ha ken ar c’hentañ !

  • Lenn ar peurrest ar An Oriant 2016
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

Kann Al Loar 2016

Kann al Loar © Alain Mevel

Benn ar Yaou 7 e krogo Kann al Loar, ur gouel a-bouez evit ar Bagad rak ennañ eo ganet da gentañ tout. A-bouez peogwir e tiskouezo e-pad 4 devezh pegen beo eo hon sevenadur.

Setu un nebeud elfennoù eus ar pezh a vezo tro da glevet e-pad ar gouel :

  • Ha da gentañ eo ret komz eus KAL en Bourg, ar strollad bet savet diwar goulenn ar Fest gant Tristan Jezekel, un doare fañfar mod Landerne. Moien ‘vo klevet anezho diouzh ar Yaou, Gwener ha Sadorn.
  • Diouzh ar Yaou e Sal ar Family e krogo da vat gant ar strollad « Daou don dañs » Bodénès & Hamon Quintet. Steven Bodénès, penn-soner Bagad Kemper ha kelenner bombard, a zeuio gant Sylvain Hamon, bet soner er bagad, da ginnig deomp tonioù Loeiz Roparz ! Ganto e vo ar ganerez Rozenn Talec pe c’hoazh Tibo Niobé ha Julien Le Mentec.
  • Diouzh ar Sadorn e c’hello pep hini tro da fiñval gant Ronan Le Gourierrec, en deus bet tro da labourat gant ar Bagad e-pad ar goañv, dont a raio gant e Little Big Noz (sax baryton a-unan) !

Evel-just e kemero perzh ar bagad hag ar bagadig er fest. Gant ar strollad pib-ilin e vo digoret an traoù, un abadenn digor d’an holl sonerien diouzh ar Gwener ! Ar bagadig a ginnigo e heuliad evit Kenstrivadeg an Hañv e-pad ur bleustradeg digor diouzh ar Gwener ivez.

Diouzh ar Sul e teuio an daou strollad da zibunañ war kaeoù Landerne ha da seniñ war Liorzh ar Baludenn. Ouzhpenn-se e vezo aozet gant ar bagad ur genstrivadeg sonerien daou-ha-daou, taboulinerien ha sonerien binioù a-unan diouzh ar Sul adalek 5e15 goude-lein.

Kemer a raio ivez perzh kalz izili ar strollad evel tud a-youl vat e pep tachenn, penaos aozañ ar gouel hep o sikour ! Plas a chom c’hoazh evit ar re o deus c’hoant rekour ar fest.

Deuit niverus da seniñ, da selaou, da zañsal, da gemer perzh. Da ziskouez eo beo ar sevenadur e Breizh !

  • Lenn ar peurrest ar Kann Al Loar 2016
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

Menez-Meur 2016

Talabarderien yaouank ar strollad er rummad "Bleizi yaouank"

Diouzh ar Sul 26 a viz Even e vezo aozet evit an 33de gwech kenstrivadegoù sonerezh ha dañs e domani Menez-Meur e Hañveg.

A-hed an devezh e vezo kenstrivadegoù sonerien, taboulinerien o genstrivañ o-unan en o rummadoù. Un degouezh a-zoare evit kregiñ ganti gant ar c’henstrivadegoù evit ar re yaouankañ.

Er bloaz-mañ e vo tro d’un toullad sonerien eus Skol Sonerezh Bagad Bro Landerne, eus Bagadig Bro Landerne pe eus ar Bagad da gemeret perzh.
Posupl e vo deoc’h dont da skoazellañ :

  • An tabouliner Emilion Maintenay,
  • Nathan Le Pors, Gilles Couka ha Ronan Grimont o zri soner biniou-braz,
  • Gwen Danigo ha Yann Kerriou a sono daou-ha-daou,
  • Ar Bagadig gant ur strollad 9 talabarder : Bleuenn Raoul, Charlotte Thepaut, Jérémy Da Costa, Yann Kerriou, Cyril Jaouen, Jo Le Duigou, Jordan Le Page, Stéphanie Gonzales ha Ronan Salou,
  • Talabarderien o kregiñ ganti : Julien Kerhomnes, Raphaël Mauvieux, Logan Renard, Maël Eusen, Charlotte Plantec, Antoine Seven ha Gwen Verdon e rummad "Ar bleizi vihan".

An holl sonerien-se a vez skoazellet gant ar stummerien. Gant aked e vez prientet ar genstrivadeg ha mennet int !

Ouzhpenn e sono daou viniaouer eus ar bagad gant strolladoù : Tristan Gourmelon a sono gant ur pevarad ha Kevin Lesage gant Pipe-band Brieg.
Deuit betek Menez-Meur da skoazellañ anezho kozh ha yaouank en ul lec’h brav eston.

  • Lenn ar peurrest ar Menez-Meur 2016
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

Kemper 2016

Kroget eo abaoe un nebeud sizhunvezhioù Bagadig Bro Landerne da brientiñ eñ ivez e genstrivadeg.
Evit bagadoù ha bagadigoù ar 5vet rummad hag ar skolajoù emañ o tostaat an emgav e Liorzh Eskopti e Kemper. Diouzh ar 14 a viz Mae eta e vezo aozet ar genstrivadeg departamant gant Sonerion Penn-ar-Bed.

Hon strollad a ginnigo un heuliad savet a-ratozh evit an devezh-se. Un ton dre ret : un dañs pile-menu gant un ton bale anvet Son Ar Martelod hag un ton kentañ gavotenn ar menez a vezo sonet ganto.

Ar genstrivadeg-mañ a vo un degouezh a-zoare evit kinnig d’un toullad sonerien yaouank, eus a bep rann eus ar strollad, mont war al leurenn evit ar wech kentañ.

Deuit niverus da souten anezho !
Chañs vat dezho ha d’an holl strolladoù.

  • Lenn ar peurrest ar Kemper 2016
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

Meurlarjez al Loar steredennet 2016

Jean-Yves Guillerm

Kemeret en deus perzh Bagad Bro Landerne da 4re Meurlarjez al Loar steredennet e penn-kentañ miz Ebrel.

Hengounel eo deuet an darvoud-se da vezañ e buhez ar gevredigezh hag un digarez evit bodañ an holl sonerien, izili ar skol sonerezh, ar Bagadig hag ar Bagad tro-dro da donioù boutin bet desket ganeomp.

Dibab ar bloaz a oa an Dreist-Harozed, ha sonerez Superman a oa bet choazet ganeomp evit pourmen e straedoù Landerne treuzwisket gant dilhad hon tudennoù muiañ karet.

Paret en doa an heol a-hed an devezh ha niverus e oa deuet an arvesterien e Landerne evit an dibunadeg en doa lusket kêr an hed an endervezh.

  • Lenn ar peurrest ar Meurlarjez al Loar steredennet 2016
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

Sant-Brieg 2016

An 13 a viz Meurzh e oa bet aozet lodenn gentañ kenstrivadeg Eil Rummad ar bagadoù e Sant Brieg. Un degouezh a-bouez evit strollad bro Landerne. 14 Bagad a oa deuet an devezh-se da genstrivañ.

Sonerion, bodadeg ar sonerien, a lid er bloaz-mañ e 70vet penn-bloaz.
Evit al lid-mañ, eo bet divizet gant pennoù-bras ar gevredigezh laosker d'ar strolladoù muioc'h a frankiz evit sevel o heuliadoù : n'eus ket a dachenn bro dre ret e kenstrivadegoù an nevezamzer hag an holl binviji akoustik 'zo bet aotreet.

Izili Bagad Bro Landerne o deus divizet mont da heul ar c'hinnig. Klasket hon eus cheñch un tamm ar sonerezh a vez kinniget ganeomp :

  • Aet omp war-zu un dachenn n'hon oa ket bet tro da seniñ alies, hini Bro-Wenrann. Gouestled e vo an heuliad da-unan eus harozed ar vro, Thierry Goudédranche.
  • Kroget eo bet ivez ur c’henlabour gant ar soner Ronan Le Gouriérec (Trompettes du Mozambique, Little Big Noz…).

Ur gwir raktres a zo bet kaset da benn gant izili ar strollad evit lodenn-mañ ar genstrivadeg.
« Eus ar grilhed-sabl d'ar sardin - De la langoustine à la sardine » a ro da soñj e orinoù a vro Vigoudenn Thierry Goudédranche, unan eus gaouched ar Groazig.
Kroget krog e oa ar sonadeg gant « Son ar Chaluterien » a ziskriv an aergelc’h a oa tu kavout war bigi ar Vigouterien o erruout er porzh. Da c'houde e oa bet sonnet an ton bale a ro e anv d'an heuliad « De la langouinegig à la sardine » araog mont da zañsal gant daou « rond paluder ». En tonioù dañs-se e vez santes ar muiañ levezon Ronan Le Gourrierec en doare hon eus bet c'hoant seniñ tonioù bro ar baluderien. Kendalc'het e vo da zougen bri gant ur velodienn anvet « Marche de Kervalet » bet skrivet gant Thierry Goudédranche araog distreiñ da « Son ar chaluterien ». evit derc’hel soñj eus e orinoù. Ar pezh a dalvezas deomp ur c’hastiz a 0,25.

Gant un notenn a 13,5 omp neuze bet renket da 8vet plas, al labour frouezhus a servijo deomp emichañs evit gellout prientiñ lodenn an Oriant.

  • Lenn ar peurrest ar Sant-Brieg 2016
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

Pleustradeg

Sonerion, bodadeg ar sonerien, a lid er bloaz-mañ e 70vet penn-bloaz.
Evit al lid-mañ, eo bet divizet gant pennoù-bras ar gevredigezh laosker d'ar strolladoù muioc'h a frankiz evit sevel o heuliadoù : n'eus ket a dachenn bro dre ret e kenstrivadegoù an nevezamzer hag an holl binviji akoustik 'zo bet aotreet.

Izili Bagad Bro Landerne o deus divizet mont da heul ar c'hinnig. Klasket hon eus cheñch un tamm ar sonerezh a vez kinniget ganeomp :

  • Aet omp war-zu un dachenn n'hon oa ket bet tro da seniñ alies, hini Bro-Wenrann. Gouestled e vo an heuliad da-unan eus harozed ar vro, Thierry Goudédranche.
  • Kroget eo bet ivez ur c’henlabour gant ar soner Ronan Le Gouriérec (Trompettes du Mozambique, Little Big Noz…).

Disoc'h ar raktres “Eus ar grilhed-sabl d'ar sardin - De la langoustine à la sardine”, a vezo kinniget deoc'h d'ar Sadorn 27 a viz C'hwevrer da 7e noz er sal Breselien e Plouzeniel. Gortozet oc'h niverus !

  • Lenn ar peurrest ar Pleustradeg
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

Dibunadeg emvod ar Gelted en Oriant

Bagad Bro Landerne o tibunañ da geñver Emvod ar Gelted 2013 en Oriant
  • Lenn ar peurrest ar Dibunadeg emvod ar Gelted en Oriant
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

Setu an distro-skol !!!

Echuet eo bet an hañv gant ar Bagadig an 2 a viz Gwengolo e-pad Fest an Arzoù hag al Laou e Landerne.

An abadenn-se a gloze un hañv leuniet mat gant abadennoù e-leizh adalek ar 14 a viz Gouere : Kann al Loar, ur veaj e Bro-Gembre, Ludi'Breizh e Ploueskad, ar Gouel Breizhad er Poulgwenn, ar bleustradeg digor d'an holl, ar c'honkour en Oriant e-pad Emvod ar Gelted, Gouel ar Menez C'homm e Ploudiern, Festival ar Rouedoù Glas e Konk-Kerne, ur gouel war ar maez e Marcey-les-Grèves (Normandi). An darn vrasañ eus an abadennoù-se 'zo bet kinniget a-gevret gant ar c'helc'h Eskell an Elorn.

Ur mare pouezus eo bet ivez kenstrivadeg an Oriant, apet eo bet ar 6vet plas en eil rummad gant ar strollad.

A-bouez eo bet ivez ar bleustradeg digor d'an holl, kalz tud a oa deuet da selaou ar strollad. An arc'hant bet gounezet 'pad an nozvezh-se a vo roet d'ar gevredigezh Lud'Autisme a skoazell an aoteien.

  • Lenn ar peurrest ar Setu an distro-skol !!!
  • Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont

Pages

  • « kentañ
  • ‹ war-gil
  • 1
  • 2
  • 3
  • 4
  • a-heul ›
  • diwezhañ »
Subscribe to Bagad Bro Landerne RSS

Menu principal

  • Degemer
  • Kinnig
  • Mediaioù
  • Stummañ
  • Stal ar Bagad
  • Kevelerien
  • Mont e-darempred
  • Forom

Yezhoù

  • Brezhoneg Brezhoneg
  • Français Français
  • English English

Kevelerien

Kevreadenn an implijer

  • Krouiñ ur gont
  • Goulenn ur ger-tremen nevez

Ur sell-all